D’ar Meurzh 6 a viz Meurzh e oamp bet e Plouganoù o welet un diskouezadeg diwar-benn « Divroañ », ur pezh-c’hoari bet savet gant Strollad ar Vro-Bagan eus Plougerne.

Eno e oa taolennoù a bep seurt o kontañ istor ar Vretoned o doa ranket kuitaat o bro en XIXvet hag en XXvet kantved. E-se hon eus graet anaoudegezh gant Nicolas Le Grand, da skouer, a oa aet kuit eus Roudoualleg er bloavezh 1881 da vont d’an Amerik ; pe c’hoazh gant Bretoned bet aet da labourat e mengleuzioù mein-glas Trélazé e-kichen Angers…

Ouzhpenn an divroidi e oa anv en taolennoù eus an dud a zo bet deuet da Vreizh da chom evel repuidi : republikaned da boent brezel ar Spagn, tud eus kostez ar Vietnam anvet « boat-people » er bloavezhiennoù 1980, Afrikaned o kuitaat o bro abalamour d’an dienez pe tud eus reter an Europ o klask bod e lec’h all evit abegoù politikel…

Evit echuiñ hon oa klevet testeni Monig Lac’helleg. Pa oa bihan e oa bet aet he zud da labourat da Bariz. Eno, e porzh ar skol, e veze sachet war he blev en ur ober « Bécassine » anezhi. Pa zistroe da Vreizh da welet he mamm-gozh e veze graet goap outi en ur ganañ « Parisienne, tête de chienne ! » Kement-se a ziskouez pegen diaes e vez o jeu d’an divroidi : estrañjourien er vro ma vezont digemeret hag estrañjourien en o bro war ar memes tro.